Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186


— Tevet, va mamm, na spontet ket ;
Me eo ar mab hec’h euz ganet,
Zo deut eur wech c’hoaz d’ho kwelet :
Bennoz va mamm am euz kollet.

Du eo da varc’h, du oud ive ;
Ker garv he reunen ma pikfe ;
C’houez karnou rostet a glevanan :
Va malloz gand ma mab Skolan !

— War marc’h ann diaoul onn deut aman,
Gant-han d’ann ifern e eann ;
Me ia d’ann ifern da leskin,
Ma na geret ma fardonin.

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz e ann droug a t’euz gret d’in :
Laket t’euz ann tan em zi forn,
Ha devet Triouec’h loen-korn.

— Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz dre wall-ioul, ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Gwalla teir deuz ta c’hoarezed,
Lahan va nizez Morised !

— Va mamm, me voar ervad am euz
Siouaz, dre wall-ioul ha dre reuz,
Hogen, pa’m true Doue,
Va mamm, ho ped ouz in true !

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug e t’euz gret d’in :
Kollet t’euz d’in va leor bihan,
Ma flijadur war ar bed-man.