Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180


Iannik Skolan oe tont d’ar ger,
Get-han enn dorn he grok poueher :
— Morisetik hui a gan ge,
Eur bouchig a refet d’i me.

— Eur bouch d’hoc’h-hu me ne rinn ket ;
Eur potr fall oc’h mar zou er bed. —
Hag hi kuit doc’htu o redek ;
Hegon ne oe tost ker e-bed.

Ha hon ar hi lerc’h a lammez,
Ha skoi get-hi teir gwech a rez ;
Ken hi file ’nn he foulad goad,
Sarret get-hi hi deulaged.


III.


Seih pe eih te oa tremenet,
Hi zad d’er ger ne oe ket bet,
Ar dro uennek heur pe greiz-te,
Hi zad d’er ger a zigoee.

— Bugale bor, deing leveret,
Petra peuz ’ta ken glac’haret :
Nag ho c’hoar men e ma hi oet ?
— Abred awalec’h e klefet !

Abred awalac’h e klefet
Doare doc’h hou c’hoer Morised ;
E ma hi tu-hont tal er prad
Hag hi e neunial enn hi goad.

Er gwiader neuz hi lahet !
Diboe m’oc’h ac’han diblaset,
Oe kas hi dougen d’er pec’hed ;
Iannik Skolan neuz hi lahet !