Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178


Neuze e larez enn oac’h keh :
— Reit d’ar c’hroek-ze eur banac’h leh,
Eur banac’h leh hag eur grampouen,
E vou laket ar hi barlen.

— Iannik Skolan zou bet tapet,
Zou bet tapet zou bet krouget,
Krouget-mad ar dachen Gwenned ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet.

— Me c’homer, ne glevon netre,
N’hallonn ket mont mez ann ti-me,
N’hallonn mont neblec’h de vale,
Ged damant doc’h me bugale

— Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Diboe e oe deut ar er bed ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Kentoc’h da lahein Morised.


III.


Pe ziwalle loned hi zad,
Ne doa d’ei sonj nemeid de vad ;
Ne doa gwelet meid eur wec’h ’nei
Gwelet he daon mont gand er blei.

Nemeid eur wec’h ne doa gwelet ;
Chetu diou broumen e deuz groet ;
Gwelet e doa ha groet eur zon
E ve kanet barh er c’hanton :

— « Kaon ! kaon ! d’am daonik gwenngornik !
Kaon ! kaon! d’am daonik penn-gwennik !
Kaon ! siouah ! kaon, kaon ! d’am danvad,
Hag a oe eul lonik ker mad ! —