Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/182

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
170


Pa oa Dobigni enn emgann,
Ne oa den, na braz na bihan,
Na zigore he zaoulagad
Oc’h he welet o leuskel goad.

He vleo, he zremm, hag he zillad
Ne oant penn-da-benn nemed goad
Distrinket demeuz ar Zaozon,
Drema treuze d’he ar galon.

Hen a welet, war ann dachen,
Reiz he galon, huel he benn,
Heb muia van d’ar bolodou
Evel pa vijent bet stoufou.


II.


Potred Breiz-izel a gane,
O tont war ann dachen, neuze :
— « Neb en deuz goneet teir gwech,
« A c’honeo n’euz fors pet kwech !

« E Kamared, enn amzer-hon
« E oa diskennet ar Zaozon ;
« Bragal a reent, war ar mor,
« Gant ho gweliou gwenn-kann digor ;

« Gant tennou kouezjont war an od,
« Evel ma vijent kudonod ;
« Deuz pevar mil e oant eno,
« Na zistroaz hini d’he vro.
 
« E Guidel e oent diskennet,
« E Guidel e douar Gwennet ;
« E Guidel int bet douaret
« Evel ma oent e Kamaret.