Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
162
— Petra zo c’hoarvet a neve,
Pa wel ar person er c’hiz-ze ?
— Gwela a rann, ma bugale,
War pez a refac’h-c’hui ive.
Maro, poerien, neb ho mage,
Neb ho kwiske, neb ho harpe ;
Maro ann hini ho kare,
Berneviz, kouls evel oun-me,
Maro neb a gare he vro,
Hag her grez beteg ar maro ;
Maro da zaou vloa war-n-ugent,
Vel ar verzerien hag ar zent ;
Doue, ho pet out-han truez !
Marv e ’nn otrou : marv e ma mouez !
— Traitour ! ha !
Malloz d’id !
Malloz d’id !
Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah!
————