Nemet poan ho diou-vrec’h, noz-de,
Evit maga ho mammou d’he.
Laket en defa enn he benn
Dizamma d’eomp-ni hor hordenn ;
Gwarizi-tag d’ar vourc’hizien,
O klask ann tu eid hen dibenn !
— Otrou markiz, et da guhet,
Ann tu a zo gant he kavet ! —
Pellik zo ema dianket ;
Evit he glask n’he gaver ket.
Eur paour euz ker, o klask he voed,
Hennez en deuz hen diskuliet.
Eur c’houer n’her defe ket gret,
Pa vije roet d’ean pemp kant skoed.
Gwel Maria ’nn est, de evid de,
Ann dragoned oa war vale :
— Leret-hu d’i-me, dragoned,
O klask ar markiz em’oc’h bet ?
— O klask ar markiz em omp bet ;
Daoust penoz ema-hen gwisket ?
— Er c’hiz diwar ’mez ’ma gwisket ;
Glaz he vorled hag hen borded ;
Glaz he jak, ha gwenn he jupenn ;
Bodrou-ler, ha bragou lien