Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XIV
MARO PONTKALEK.
(Ies Kerne.)
I.
Eur werzeen neve zo savet ;
War markiz Pontkalek eo gret ;
— Traitour ! ah !
Malloz d’id !
Malloz d’id !
Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah !
War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek !
Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet;
— Traitour ! ah ! etc.
Abalamour aneo oa deuet,
Hag etre-z-ho oa bet maget.
Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket ;
D’ar vourc’hizien ne larann ket,
A zo a-du ar C’hallaoued ;
A zo atao’ kas gwaska re
N’ho deuz na madou na leve,