Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/152

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
140


— Ann otrou koz, ’vel ma glevann.
Zo enn he wele chomet klan.

— Mar ma ’nn otrou, er gwele klan,
Deomp da glask kannad anean. —

Pe oant o tigout gand ann ger,
Hi a gleve son ar c’hleier.

Digoret frank ar perzier,
Ha den e-bed barz ar maner.

— Mar’m hoc’h deuet d’he zarempret,
E bered ar vorc’h he gaffet.

Bet ma bet dec’h tan ar maro,
Ha skarzet mad ann holl boudo ;

Ann otrou person d’he zevel
Ha d’he zougen kaer d’ar chapel ;

Ann itron hag he vugale,
D’he lienat enn arc’h neve.

Chetu fresk, aman, roudou c’harr
A zo eet d’he gas d’ann douar. —

Hag hi da douch war ho c’hezek,
Ha da zigout gand ar vered.

Pa oant digouet gand ar vered,
Ranne ho c’halon o welet,

Welet ar c’hleuier he zisken
Enn toull douar kriz da viken ;

’Nn itron warlerc’h, gwisket e du,
War he daou-lin, o wela dru ;