Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/150

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
138


Ho ! tevet, ma bugaligo,
Ar Werc’hez sakr ho tiwallo !

Ma merourien, na welet ket ;
Tud diwar mez, gouzout a red,

Pa ve hao ann ed, ve medet ;
Pa zeu ann oad mervel zo red !

Tevet, tud vad diwar ar mez,
Tevet, peorien keaz ma farrez ;

’Vel em euz bet sonj ac’hanoc’h,
Ma fotred defint sonj ouz hoc’h.

Evel-d-oun-me hi ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.

Na welet ket, kristenien vad.
Ni ’n em gavo ’benn eur boutad ! —


III.


D’ar iou vintin, otrou Karne
Tont deuz ar fest noz, c’houlenne,

O tont d’ar ger, war he varc’h gwenn,
Bordet he jupen penn-da-benn,

He jupen voulouz ru glaou-tan
Bordet penn-da-benn gand arc’hant ;

D’ar iou vintin, otrou Karne
O tont endro a c’houlenne :

— Daoust perag, va zuchentiled,
Ne ked deut d’ar fest re Nevet ?

Daoust perag, d’i-me levered,
Pe oant bet pedet da zonet ?