Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/148

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
136


— Savet, savet, otrou person !
Ann otrou Nevet a zo klaon ;

Kaset gen-hoc’h ar groaz-nouen,
War ann otrou koz a zo tenn.

— Chetu me deut, otrou Nevet
Tenn eo war ’n hoc’h am euz klevet.

Ar groaz-nouen zo gan-ime
D’ho konforti, mar gallann-me.

— N’em euz konfort bet da gahouet
Enn tu ma c’horf e-barz ar bed ;

Enn tu ma c’horf me n’am euz ket,
Enn tu ma ene, larann ket. —

Goude ma oa bet koveset,
D’ar beleg en deuz lavaret :

— Digoret frank dor ar gambr-man,
Ha welinn holl dud ma si-man,

Ma friet ha ma bugale
Tro-war-dro demeuz ma gwele ;

Ma bugale, ma merourien
Kerkouls ha ma servichourien ;

Ma hellinn, ’nn ho zouez, kemeret
Hon Otrou ’barz mont diouc’h ar bed. —

Ann itron hag he vugale,
Ha kemend oa eno, wele ;

Hag hen ker reiz ho frealze,
Ha ker sioulig a gomze !

— Tevet, tevet, na welet ket,
Doue eo ar mestr, ma fried !