Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XII
MARONAD ANN AOTROU NEVET.
(Ies Kerne.)
I.
— Ma den paour petra zo digouet,
Pa zeut d’ar ger ker stravillet ?
Pa ’z oc’h ker glaz evit rejin,
Ma denik paour, leveret d’in ;
Pa ’z oc’h ker glaz hag ar maro ;
Petra zo digouet war ho tro ?
— Abred awalec’h e klefet
Ann doare deuz pez zo digouet ;
Abred awalec’h e klefet
Ann doare deuz pez meuz gwelet.
’Zalek ann ti beteg ar vorc’h,
Heul braz o vont, dre zon ar c’hloc’h :
Ann otrou person penn-kentan,
Eunn arc’h lienet wenn raz-han,
Daou ejen braz oc’h hi dougen,
Sternou arc’hant diouc’h ho c’herc’hen.
Ha kalz a dud o tont war lerc’h,
Stouet ho fenn gand kalz a nec’h. —
II.
Sant-Iann, ar mevel, a skoe
War dor ar person, enn noz-ze.