Markiz Gwerand, enkrezet braz,
Raktal war he varc’h ruz lampaz ;
War he varc’h raktal a lampaz ;
Ha d’al leur nevez ez eaz.
— Kloarek, diwisk da borpansou,
Evit gourenn war ar gwestlou.
Kloarek, diwisk da borpansou,
Ha ni reio eur pek pe zaou.
— Sal-ho-kras, markiz, ne rinn ket.
C’houi zo aotrou, me n’em ounn ket ;
C’houi zo mab ann itroun Gwerand,
Ha me zo mab eur plouezant.
— Evid oud mab eur plouezant,
Te c’heuz dibab ar merc’hed koant.
— Aotrou markiz, em zigaret,
Ne ket me meuz hi dibabet ;
Markiz Gwerand, em zigaret,
Gand Doue eo bet d’in roet. —
Annaik Kalvez a grene,
Oc’h ho c’hlevout o komz giz-ze.
— Tavit, va mignon, deomp d’ar ger,
Heman a rei d’eomp poan ha nec’h.
— Araok, kloarek, lavar d’in-me :
Na te oar c’hoari ar c’hleze ?