Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/128

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
116


Ar markiz Melz a lavare,
D’he c’hreg nevez pa he c’hleve ;
— ’Vit kemend-all na refot ket,
Rag va madou na badfent ket.

— Va aotrou, heb kaout ho re,
Me roio aluzen bemde,
Evit dastumi pedennou,
Goude hor maro, d’hon eneou. —


VI.


Ar benn-herez a lavare,
E Kastelgall, daou viz goude :
— Ne gaffenn ked eur c’hannader,
Da zougen d’am mamm eul lizer ? —

Eur pajik iaouang a gomzaz
Ouz ann itroun pa he c’hlevaz :
— Skrivit lizeriou, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet. —

Koulskoude eul lizer skrivaz,
Ha d’ar paj e-berr he roaz,
Gant gourc’hemenn evit he gaz
Raktal d’he mamm da Geroulaz.

Pa erruaz al lizer gant-hi,
A oa er zal oc’h ebati
Gand lod tudjentil euz ar vro,
Ha Kerdomaz a oa eno.

P’e doe-hi al lizer lennet,
Da Gertomaz ’deuz lavaret :
— Likit dipra kezek raktal,
M’a ’z aimp fenoz da Gastelgall. —