Itroun Keroulaz a gomze,
Ouz ar benn-herez evelse,
Dre m’e doa erez er galoun.
Ha oa Kerdomaz he mignoun.
— Eur walen aour hag eur sined,
Gand Kerdomaz oent d’in roet,
Ho c’hemeriz enn eur gana ;
Me ho azroi enn eur wela.
Dall, Kertomaz, da walen aour,
Da sined, da garkaniou aour,
N’ounn ket lezet d’az kemeret,
Miret da zraou ne dleann ket. —
Kriz vije’r galoun na welze,
E Keroulaz neb a vize,
O welet ar benn-herez keaz,
O poket d’ann nor pa ie meaz.
— Kenavo, ti braz Keroulaz,
Biken enn hoc’h na rinn eur paz ;
Kenavo, va amezeien,
Kenavo breman, da viken. —
Peorien ar barrez a wele,
Ar benn-herez ho frealze :
— Tavit, poerien, na welet ket,
Da Gastelgall deut d’am gwelet.
Ma a roi aluzen bemdez ;
Teir gwech sizun, dre garantez,
Triouec’h palevarz a winiz,
A gerc’h ivez ker kouls hag heiz.