— Netra c’hoarv gen-in, itron, pa na zansann ket-me,
Nemet sabatuet onn gand skuizder o vale. —
Benn ann eilved diaze e c’houlennaz gant han :
— Skuiz em ’oc’h ato, den mad, pa na zanset breman ?
— Skuiz em onn ato, a-vad, pa na zansann, itron,
Skuiz em onn, hag ouspenn-ze tenn eo war ma c’halon. —
Benn ann deirved diaze, enn eur c’hoarzin e-leal,
Hi a lavaraz d’ezhan : deut gan-in da zansal.
— Houn-nez eo d’in eunn inor ha na zelleann ket,
Hogen na inn d’ho tinac’h, na den seven e-bet. —
Ha tra ma oant gand ar bal, war he zu o stoui,
’Grosmolaz e pleg he skouarn, o c’hoarzin-glaz out hi :
— Pale ’ma ar walen aour poa bet digan-i-me,
War dreuzou-dor ar zall-ma, bloa zo, de evid de ? —
Hag hi kroaza he daouarn o sellet tre ma ’nn nec’h :
— Bete vreman, ma Doue, am boa bevet dinec’h !
Me venne bout intanvez ha bez d’in daou bried !
— Gwall vennet, hoc’h-euz, va dous, n’hoc’h euz hini e-bet ! —
Hag hen da denn eur c’hour-glenv deuz didan he jupen,
Ha da skei gand ann itron bete poul he c’herc’hen,
Ken e teuaz da stoui war he daoulin soublik :
— Ma Doue, ’me, ma Doue ! — hag hi da vervel-mik.
E Daoulaz zo eur Werc’hez e iliz ’nn abatti
Eur zeien glaz-aleuret rumenluiet gat-hi :
Ma ec’h euz c’hoant da c’houzout piou en deuz he gwestlet,
Goul gand ar manac’h nec’het zo a-is hi stouet.