Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/496

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



XXXII


SEIZEN EURED.


(Ies Kerne.)


I.


Antronoz ma oann dimet e oann-me kemennet ;
Da heulia baron Riek oa red d’in-me monet ;
Da heulia ’nn otrou baron ha da dreuzi ar mor,
O klask harpa, mar geller, bar Bretoned-tre-mor.

— Deuz gan-i-me, va floc’hik, war ar mez da vale ;
Me a renk-me kimiada gand ma mestrez fete ;
Me a renk-me kimiada fenoz gand ma mestrez,
Pe ma c’halon a ranno em c’hreiz gand ann enkrez. —

Dre ma tostae ouz ker nemet krena na re ;
Pa eaz tre barz ann ti, he galon a bike.
— Toslait, va otrou ker, ha deut etal ann tan ;
Me ia da oza d’hoc’h-hu brema souden askoan.

— Sal-ho-kraz, va moerep goz, askoan ne c’houlann ket,
Nemet komza ouz ho merc’h, mar bez d’in otreet. —
Ann itron dal ’m’he glevaz, a dennaz he boutou,
Hag a lammaz war ar bank war zoliou he lerou ;

Lammout eure war ar bank war azel ar gwele :
— Dihun, ma merc’h Loida, ha sav euz alese ;
Dihun, ma merc’h, dihun mad, ha sav euz da wele ;
Da gomz ouz da zen-iaouank zo erruet ame. —

Oa ked ar ger achuet, hi a lammaz buhan,
Diflasket he bleo peur-zu war he diou-skoa gwenn-kann :
— Siouaz d’in, va c’haredik, siouaz d’in, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiada.