Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/488

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXXI


ANN ALARC’H.


(Ies Kerne.)


Eunn alarc’h, eunn alarc’h tre-mor,
War lein tour moal kastel Armor !

Dinn, dinn, daon ! dann emgann ! dann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !

Neventi vad d’ar Vretoned !
Ha malloz-ru d’ar C’hallaoued !
Dinn, dinn, daon ! d’ann emgann ! d’ann emgann ! etc.

Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor ;

Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro ;

D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.

Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden ;

Ken a zon ar meneiou Laz ;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz ;

Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker.

Deut eo ann heol, deut eo ann han ;
Deut eo endro ann otrou Iann !