Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/452

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344


Va brouz ru, pe va brouz gloan wenn,
Hag e deuz gret va c’hoar Elen ?

Va brouzik wenn, pe va brouz ru
Ha va c’horkennik voulouz du ?

— Gwisket ann dillad a gerfet,
Va merc’h, kement-se na vern ket :

Eur marc’h du zo e toull ann or,
O c’hortoz ann noz da zigor,

O c’hortoz da zigor ann noz ;
Eur marc’h sternet oc’h ho kortoz. —


II.


Pell euz ar ger ne oa ked eet,
Pa glevaz ar c’hleier sonet.

Neuze n’em lakaz da wela :
— Kenavo d’id santez Anna ;

Kenavo d’hoc’h kleier va bro,
Kleier va farez, kenavo ! —

Pa dremenaz lenn ann Anken,
Tud varo welaz, eur vanden ;

Gwelaz tud varo, eur vanden,
E lestrigou, gwisket e gwenn ;

Gwelaz tud varo kena-ken ;
Rez he c’halon strake he dent.

Pa dremenaz traoniou ar Goad,
Ho gwelaz d’he heul o lampat ;

Kemend e devoa kalonad,
Ken a zarraz he daou-lagad :