Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/450

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXVIII


BARON JAOUIOZ.


(Ies Kerne.)


I.


Pa oann er ster gant va dillad,
Me gleve ’nn evn-glot huanat.

— Tinaik mad, ne ouzoc’h ket ?
D’ar baron Jaouioz oc’h gwerzet.

— Gwir e ma mamm pez ’m euz klevet ?
Ha da Jaouioz kouz onn gwerzet ?

— Ma merc’hik paour, ne ouzonn ket ;
Digant ho tad her goulennet.

— Ma zadik, d’in-me leveret,
Ha da Loeiz Jaouioz onn gwerzet ?

— Ma merc’hik ker, ne ouzonn ket ;
Digand ho preur her goulennet.

— Ma breur Lannik, d’in leveret,
Ha d’ann otrou-ze m’onn gwerzet ?

— Ia ! d’ar baron c’hui zo gwerzet,
Ha mont kuit timad a zo red ;

Ha mont kuit heb-dale zo red ;
Ho pae zo digemeret :

Hanter kant skoed enn arc’hant gwenn,
Ha kemed-all enn aour melen.

— Ma mammik, d’in-me leveret,
Pe re dillad a vo gwisket ?