Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/444

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



XXVII


ANN ERMINIK.


(Ies Kerne.)


Ann deliou ’zigor enn dero
Kent evid digeri er fao ;
Bleiz a c’hed ann taro…
— Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes ! —
Bleiz a c’hed ann taro ;
Deuz dek mervel a rai nao.

Iann ann tarv, ha Guillaou ar bleiz
A zo daou gillen, war va feiz :
Laou enn od zo’ c’hedal,
— Osa ! skes ! skes ! etc.
Iannig o tont o neuial.

— Mar bevin fresk eo a glasket ;
Evid ann de na pezo ket :
Med kerniel hir lemmet,
— Osa ! skes ! skes !
D’ho tivouella, mar keret. —

Katellik fur, ann erminik
A c’hoarze a-rez he zoullik :
— Sellet peger soublik
— Osa ! skes ! skes !
C’hoari Guillaou penn-toullik.

Guilaou penn-toullig a c’hoari,
Paourik ! war vegik kerniel kri.
Me gave d’in oa gwell…
— Osa ! skes ! skes !
Gwell da zent ’vid he gerniel. —