Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/422

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXV


JANNEDIK-FLAMM.


(Ies Kerne.)


I.


Petra a ia gad ar mene ?
Eur rumm meod du gredann e ;

— Eur rumm meod du n’ed eo ket ;
Soudarded, ne lavarann ket,

Soudarded a vro-C’hall o tont
Da lakat seziz war Henbont. —


II.


Pa oa ann dukez war vale,
Ar c’hleier e ker a vralle ;

Pa oa war he falafrez gwenn,
Gat hi he map war he barlen ;

Pa oa ann dukez o wale
Ar re Henbont holl a ioue :

— Doue skor ar mab hag ar vamm,
Ha ro d’ar C’hallaoued estlamm ! —

Pa oa ar bale achuet,
Ar re Bro-C’hall a oa klevet :

— Paket vo breman enn ho c’heo,
Ann heiez hag he c’harvik beo,

Karkaniou aour zo evit he,
D’ho staga ’nn eil deuz egile. —