Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXIV


ANN TRI MANAC’H RUZ


( Ies Kerne. )


Krena rann em’izeli, krena gand ar c’halc’har,
O welet ar gwalleuriou a sko gand ann douar.

O sonjal d’ann tol heuzuz, zo neve c’hoarvezet
War-dro ar ger a Gemper, eur bloa zo tremenet.

Katelik Moal, gand ann hent, o lavar he chaplat,
Digouet gant-hi tri manac’h hag he harneset mad ;

Hag he war ho c’hezek braz harneset a bep-tu,
Digouet gant-hi, kreiz ann hent, digouet tri manac’h ru.

— Deut gen-omp d’al lean-di, deut gen-omp plac’hik koant,
Eno na vanko d’hoc’h-hu nag aour, vad, nag argant.

— Sal-ho-kras, va otrounez, gen-hoc’h na inn ket me,
Aon em euz deuz ho kleze, zo ’stribil d’ho koste.

— Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, na pezo droug-ebed.
— Na inn ket, va otrounez, gwall draou a ve klevet !

— Gwall draou awalc’h ve klevet gand ann dud milliget ;
Mil malloz d’ar gwall deodou, da gement zo er bed !

Deut gen-omp-ni plac’h iaouank, peuz ker kaout aon ebed.
— Na inn ket fe, gen-hoc’h-hu ; gwell ve din bout devet !

— Deut gan-omp d’al lean-di, ni ho lako ’nn ho ez.
— Na inn-ked d’al lean-di, gwell eo d’in chom e mez ;

Bet zo bet enn han, glevann, seiz plac’h diwar ar mez,
Seiz plac’h koant da zimizi, ha n’int ked dont e mez.