Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/382

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274


— Iec’hed mad d’hoc’h plac’hik ; ha c’houi a zo dimezet ? —
Ha me iaouang ha sod a respontaz : — N’ouzonn ket.

— Ha c’houi zo dimezet leveret d’in, me ho ped.
— Sal-ho-kraz, otro ker, dimezet c’hoaz n’em onn ket.

— Dalet ma gwalen aour, ha d’ho lez-vamm lavaret
’M oc’h dimet d’eur marc’heg o tistrei euz a Naoned ;

Gwall c’hoari a zo bet, lahet he floc’hik, du-ze ;
Hen tihet he unan er c’hof gand eunn tol kleze ;

Benn teir zun ha tri de, ha pa vo deuet da vad,
E teuio d’ar maner, laouen ha skanv, d’ho kerc’hat. —

Hag hi d’ar ger doc’h-tu, ha sellet ouz ar bizou :
Bizou he breur-mager oa gant-hi enn he zorn deou !


II.


Achuet oa eur zun, ha diou zun, hag ann deirved,
Hag marc’heg iaouank ne oa ket c’hoaz distroet.

— Red eo d’hoc’h dimizi sonjal ’m euz gret em c’halon,
Ha kavet am euz d’hoc’h, ma merc’h, eunn den a feson.

— Sal-ho-kraz, va lez-vamm, ’m euz ker euz a zen e-bed
Med euz ma breur-mager, hag a zo er ger digouet.

Bet am euz digant-han gwalennig aour ma eured,
Ha dont a rei enn-berr laouen ha skanv d’am c’herc’het.

— Gand gwalen hoc’h eured, me ho ped, sarret ho pek,
Pe me dapo eur vaz hag ho tiskoo da breek.

Pe dre gaer, pe dre heg, red a vo d’hoc’h dimizi
Da Jobig Al-loadek, da botrig hor marchosi.