Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XXII


AR BREUR MAGER.


(Ies Treger.)


I.


Braoan merc’h dijentil a oa drema tro-war-dro,
Eur plac’hik triouec’h vloa, Gwennolaik he hano.

Maro ann otro koz he diou c’hoar baour, hag he mamm ;
Maro holl dud he zi, siouaz d’ei ! med he lez-vamm.

True oa he gwelet war dreuzo dor ar maner,
O skuillan daelo dru, hag hi ker reiz ha ker kaer !

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c’hortoz pell amzer ;

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur-mager ;
Achuet oa c’houec’h vloa ’ba oa eet kuit deuz ar ger.

— Tec’het tu-hont, ma merc’h, hag it da glask al loened ;
Ne eann ked d’ho magan evit chom aze chouket. —

Diou teir heur kent ann de hi oa dihunet gant hi,
Er goan, da c’houean tan, ha skuban peb korn ann ti ;

Da vont da gerc’hat dour da feunteun-gwer-ar-c’horred,
Gand eur c’hoz-podik toull hag eur zeillik dizeonet.

Ann noz a oa tenval, ann dour oa bet stravillet
Gant karn marc’h eur marc’heg o tistrei deuz a Naoned.