Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXI
AR PLAC’H DIMEZET.
(Ies Leon.)
I.
Selaouit holl, bihan ha braz,
Ar barz-baleer eur wech c’hoaz.
Eur werz nevez am euz savet ;
Koz ha iaouank, deuit d’he c’hlevet.
Ann dra-ma pa oa digouezet,
Oann ked daouzek vloaz achuet.
Oann ked daouzek vloaz achuet,
Ha setu m’em zri-ugent eet.
Deui d’am selaou neb a garo,
Da zelaou ar baleer-bro ;
Deui d’am selaou holl, mar keret ;
Benn eur pennad na reot ket.
II.
Teir noz n’am euz kousket banne,
Nag henoz na rinn adarre,
Gant c’houibanou ann aer-wiber,
O c’houibanat war lez ar ster.
Hi lavare dre he c’houiban :
— Setu gan-i-me c’hoaz unan !
Euz ar ger-ma ’m euz bet pevar,
Heb charrat nikun d’ann douar. —