Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252


Mar ’ma paket fenoz gan-id,
Eur gwenneg aour a roinn-me d’id. —

Ar jardinour pa’n deuz klevet ;
Eunn ulmenig en deuz leket,

Hag ann eostig en deuz paket,
Ma d’he aotrou neuz hen kaset.

Hag ann aotrou, pa hen dalc’haz,
Awalc’h he galoun a c’hoarzaz,

Hag he vougaz, hag he daolaz,
War barlen wenn ann itron geaz.

— Dalit, dalit, va greg iaouank ;
Setu aman hoc’h eostik koant :

Me ’m euz hen paket evid hoc’h ;
Me chans, va dous, e plijo d’hoc’h. —

He den iaouank dal’ ma klevaz,
Gand glac’har vraz a lavaraz :

— Setu ma dous ha me tizet ;
Ne hallfomp mui en em welet,

Da sklerder loar, d’ar prenester,
’Vel ma oamp boazet da ober. —


————