Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/358

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250


— Sevel a rann da vont da zell
Ouz va bugel enn he gavel.

— N’ed eo ket ken evit sellet,
Sellet ouz eur bugel kousket ;

N’ed eo ket gevier a fell d’e.
Da berak savit evelse ?

— Va denik koz, ma na derez,
Me lavaro ar wirionez :

Eunn eostig a glevann bep noz,
Er jardin war eur bodik-roz ;

Eunn eostik bep noz a glevann ;
Ken ge e kan, ken dous e kan !

Ken dous e kan, ker kaer, ken flour,
Bep noz, bep noz, pa zioul ar mour ! —

Ann aotrou koz dal’m’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a brederiaz ;

Ann aotrou koz dalm’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a lavaraz :

— Pe mar ma gwir, pe ma ne ket,
Ann eostig a vezo paket ! —

Antronoz-beure, pa zavaz,
Da gaout ar jardinour a eaz.

— Jardinour mad, sentit ouz-in ;
Eunn dra zo a ra glac’har d’in :

E’r garz a zo eunn eostik-noz
Ne ra nemet kana enn noz ;

Hed ann noz ne ra met kana,
Ken e ma ounn dihunet gant-ha.