Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XX


ANN EOSTIK.


(Ies Leon.)


Greg iaouang a Zant-Malo, deac’h,
D’he frenestr a oele, d’ann neac’h :

— Sioaz ! sioaz ! me zo tizet !
Va eostik paour a zo lazet !

— Livirit d’in va greg nevez,
Perak ’ta savit kelliez,

Kelliez diouz va c’hostez-me,
E kreiz ann noz, diouz ho kwele,

Diskabel-kaer ha diarc’henn,
Perak ’ta savit evelhenn ?

— Mar zavann, den ker, evel-se,
E kreiz ann noz, diouz va gwele,

Da eo gan-in, setu, gwelet
Al listri braz mont ha donet.

— N’ed eo ket, vad, evid eul lestr,
Az it kelliez d’ar prenestr ;

N’ed eo ked evid al listri,
Nag evid daou nag evit tri ;

N’ed eo ked evid ho gwelet,
Ken-nebeud al loar, ar stered.

Va itronez, d’in livirit,
Da berak bep noz e savit ?