Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
Eet eo da Gemperle elec’h ma zo euret,
Pa zistreio d’ar ger aman a vo kavet.
— Gaou a lerez d’in-me ! rag t’ec’h euz he c’haset
Evel eur glaskerez da beuri al loened ;
Gaou a lerez d’in-me e kreiz da zaoulagad,
Rag e ma dreon ann nour, aze, oc’h huanat.
Tec’h tu-ze gand ar vez ! tec’h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad ;
Me lakefe va c’hlenv da ruia gand da c’hoad ! —
————