— Sav alese, va c’houlmik, sav war da ziou-askel
Da c’hout mar te a nichfe, mar te a nichfe pell ;
Da c’hout mar te a nichfe gwall bell dreist ar mor braz,
Ha ouifez mar ’d eo ma mab, ma mab er buhe c’hoaz ?
Da c’hout mar te a nichfe tre-beteg ann arme,
Ha gasfez euz va mab paour timat kelou dime ?
— Setu koulmik c’hlaz va mamm a gane ’kreiz ar c’hoat,
Me hi gwel erru d’ar gwern, me hi gwell o rezat.
— Eurvad d’hoc’h-hu, Silvestik, eurvad d’hoc’h, ha klevet :
Ama em euz eul lizer zo gan-in d’hoc’h kaset.
— Benn tri bloaz hag eunn devez me erruo da vad,
Benn tri bloaz hag eunn devez gant ma mamm ha ma zad. —
Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri :
— Kenavo d’id, Silvestik, ne n’az gwelinn ket mui ;
Mar kaffenn da eskern paour tolet gand ar mare,
Oh ! me ho dastumefe hag ho briatefe. —
Ne oa ked he c’homz gant-hi, he c’homz peurlavaret,
Pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen kollet,
Pa skoaz eul lestr a vro penn-da-benn dispennet,
Kollet gant-han he raonnou hag he wernou breet.
Leun a oa a dud varo ; den na ouffe lavar,
Na gout pe geit zo amzer n’en deuz gwelet ann douar.
Ha Silvestik oa eno, hogen na mamm na tad,
Na mignon n’en doa, siouaz ! karet he zaou-lagad !