Taget ar iar gand ar falc’hon,
Gand ar gouerez lazet ar c’hon ;
Lazet ar c’hon, gwasket ann dud,
Ann dud paour evel loened mud.
Gwasket ann dud, mac’het ar vro
Gand alouberien aral-vro,
Gand alouberien broiou-C’hall,
Ann Dredennerez oc’h hengial.
Mac’het ar vro, ha savet kroz,
Savet iaouank, ha savet koz ;
War marv eur iar hag eur falc’hon,
Breiz e goad, e tan hag e kaon.
War mene du e gwel Iann mad,
Tregont kouer endro d’ann tan-tad.
Ha Kado-gann, eno gant-he,
War he forc’h houarn a harpe.
— Petra leret-hu potred-iod,
Ha paea ar gwiriou a reot ?
Evid-on-me na baeinn ket !
Gwell a ve gan-in bout krouget !
— Evid-on na rinn ken-neubeut !
Noaz va fotred, va chatal treud ;
Na rinn ket m’entoue ru-glaou-tan,
Saut Kado kerkouls ha Sant-Iann !