Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212


Eunn den koz en deuz lavaret
D’ann itron pa’n deuz he c’hlevet :

— Eur ar marc’hek paket oa ama,
Mervel en deuz gret enn noz-ma. —

Oa ked he gomz peurlavaret,
Ann itron d’ann tour zo pignet.

Enn eur redeg, o wela ken,
Dispak-kaer gant-hi he bleo gwenn.

Ken a oa ’r geriz souezet,
Souezet braz oc’h he gwelet,

Gwelet eunn itron zivroad
Oc’h ober kanv hed ar stread.

Ken a lavare peb unan :
— Piou eo houman, hag a-be-bann ? —

Ann itron baour a lavare
Da borzer ann tour, pa errue :

— Digor, digor, primm ann nor d’in !
Ma map ! ma map ! ra he welinn ! —

Pa oa digoret ann nor vraz,
War gorf he map en em strinkaz ;

Hag he vriataat a reaz,
Ha bikenn goude na zavaz.


V.


E meaz ar stourm e Kerloan,
Zo eunn derven a-uz al lan,

Eunn derven, e-leac’h m’argilaz
Ar Zaozon raog dremm Iouen-Vraz,