Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210


Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour, da greiz-teiz c’hoaz :

— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit ?

— Otrou marc’hek, na welann tra
Nemed mor-ezned o nija. —

Ann otrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour da bardaez c’hoaz.

— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit ? —

Ar gedour-gaou, pa he glevaz,
C’hoarzin-droug out han a reaz :

— Eul lestr a welann-me pell-pell,
Hag hen foetet gand ann avel.

— Na pez’ arouez ? livirit krenn !
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn ?

— Otrou marc’hek, ’vel ma welann,
Du eo, m’entoue ruz-glaou-tan ! —

Ar marc’hek keaz, pa ’n deuz klevet,
Na mui na ken n’euz lavaret ;

Distroi a reaz he zremm c’hlaz,
Ha gand ann derzien a grenaz.


IV.


Hag ann itron a c’houlenne
Gand ar geriz pa zouare.

— Petra nevez a zo ama
Pa glevann ar c’hleier tinsa ? —