Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XV
BRAN.
(Ies Leon.)
I.
Marc’hek Bran a zo bet tizet ;
Hag e kad Kerloan e ma bet.
E kad Kerloan, etal ar mor,
Oe tizet mab bihan Bran-Vor.
Daoust d’hor gonid oe kemeret,
Ha glaz-aleured oe kaset.
Ha glaz-aleuret pa zeuaz,
E-barz eunn tour, hen a welaz :
— Va c’herent a drid hag a iou,
Ha me war va gwele : ah ! iou !
Me garfe kaout eur c’hannader
A zougfe d’am mamm eul lizer. —
Ar c’hannader pa oe kavet,
Ar marc’heg en deuz kemennet :
— Eur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk eur c’hlaskour boed azevri ;
Va bizou ’gemeri ivez ;
Va bizou aour, enn arouez ;
Ha d’am bro dal’ ma tigouezi,
D’am mamm itron he ziskouezi.