Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/278

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170


O welet a tonet eunn tasman
He benn etre he zaouarn gant-han ;

Leun a c’hoad ha ’dan he zaoulagad,
O troidella euzuz anat.

— Tevet, kristen koz, na spontet ket ;
Ann Otrou Doue liou en deuz roet,

Ann Otrou Doue liou en deuz roet
D’am dibenna berr, d’ar C’hallaoued,

Ha liou a ra breman ive d’hoc’h
D’am daspenna, mar plijfe gan-e-hoc’h,

Abalamour ma oenn truezuz
E kever va zud ha damantuz.

— Mar ro d’in liou ann Otrou Doue
D’ho taspenna, mar plij gan-i-me,

Abalamour e oec’h truezuz
E kever ho tud ha damantuz ;

Ra viot-hui, va map, daspennet
Enn han Doue, Tad, Mab ha Spered ! —

Ha dre nerz euz ann dour benniget,
Ann tasman da zen a zo deuet.

Pa oe deuet ann tasman da zen,
Al lean a gomzaz evelhenn :

— Breman a reot eur binijen,
Eur binijenn galet gan-i-men :

Eur zae blom e-pad seiz vloa ’zougfet,
Hag e kerc’hen ho koug chadennet ;

Ha c’hui a iei peb kreiz-tez war-iun,
Da vid dour da feunteun-beg-ar-run.