Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168


Va malloz a roann d’ann drubarded !
Paneved-ho am be gonezet.

— Mab-den, mir na villigi morse
Kar na diskar na den evelse ;

Na dreist-ann-holl ann otrou roue,
Rag eolet e ma bet gand Doue.

— Eolet gand Doue ne ma ket bet :
Eolet gand ann diaol ne larann ket.

Eolet gand Doue ne ma ket bet
Neb a wast douar ar Vretoned :

Hogen pez a zeu a-berz ann Diaol
A zistro, vad, da houarna [1] Pol,

Da houarna Pol-goz a zistro,
He droad gant han diskouarn ato.

Lean koz digoret ann nor d’in,
M’am bezo eur men hag azeinn !

— Va dor d’hoc’h-hu na zigorinn ket ;
Trouz am befe gand ar C’hallaoued.

— Lean koz digoret ann nor d’i,
P’a-hent-all m’he zol ebarz ann ti. —

Al lean koz dal’m’ en deuz klevet
Sevel deuz he wele en deuz gret ;

Hag eur boudik rousken enaouaz,
Ha da zigor ann nor a eaz.

Hogen, pa oa ann nor digoret,
Argila gand spont en deveuz gret,

  1. Dans les traditions bretonnes, le diable a les pieds cornus et ferrés en argent, mais il perd toujours un de ses fers.