Pa oa kousket lean koad Hellean.
Tri zol war he zor a skoaz unan.
— Lean mad digoret ann nor d’in,
M’am bo minic’hi a vinic’hinn.
Ma ann avel kriz diwar vro-C’hall,
Pa na vresk na loen gwez na chatal ;
Ma ann avel garo diwar vor
N’ed eo ket brao bout e toull ann or.
— Na piou oc’h a skoit war va dor,
Da hanter-noz o c’houlen digor ?
Am anavout mad a eure Breiz ;
E deiz he anken me oa Lez-Breiz.
— Ma dor d’hoc’h-hu na zigorinn ket ;
Klevout oc’h eur gelen, am euz gret ;
Klevout oc’h eur gelen am euz gret,
Hag eneb d’ar roue benniget.
— Gelen, Doue zo test ! n’em onn ket
Na trubard a hent-all, ken-neubed.
Va malloz a roann d’ann drubarded,
Ha d’ar roue ha d’ar C’hallaoued !
Ho zeod a doll c’houez evel teod ki,
C’houez a splui ’vel c’houez re o leski.