Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162



V


AR ROUE.


Ann otrou Lez-Breiz, eunn deiz a oue,
A iee enn arbenn d’ar roue ;

Enn arbenn d’ar roue d’ann emgann [1],
Pemp mil marc’hek mad a du gant han.

Hag endra ma oa o kimiada,
Tan ann taran, tan ar foultrusa !

Hag he floc’h klouar dal’m’ arvestaz,
Prederia enn droug a reaz :

— Enn hann doue ! mestr, chomet er ger ;
Eur gwall zevez hiriou a gijer !

— Chomm er ger, va floc’h, ne hallann ket,
Pa ’m euz laret mont, renkann monet !

Ha monet a rinn tra vo buhez,
Buhez enaouet ebarz am c’hreiz,

Ken a zalc’hinn kalon roue ’nn-argoad
E-tre ann douar ha sol va zroad. —

C’hoar Lez-Breiz, kerkent ha m’her gwelaz,
Gand kabestr marc’h he breur a zaillaz :

— Va breur, va breur ker, ma em c’haret,
D’ann emgann hiriou na eot ket ;

Nemed d’ar maro na afac’h ze !
Ha petra vo ann omp goude-ze ?

  1. Ce combat eut lieu sur les bords de l’Ellé, dans la paroisse de Priziak.