Ha ken a dole tan ho armou
Evel houarn ru war anneou.
Ken a gavaz ann tu ar Breton,
Ha’ blantaz he glenv enn he galon ;
Ken a gouezaz Morian ar roue,
Hag he benn gand al leur a stoke.
Ha Lez-Breiz, pa ’n deveuz her gwelet,
He droad war he gof en deuz laket ;
Hag he c’hoaf digant han a dennaz ;
Ha penn ar Morian braz a droc’haz.
Ha penn ar Morian pa oe troc’het,
Deuz penn he zibr en deuz he staget.
Deuz penn he zibr en deuz he staget
Dre he varo louet ha nezet.
Hag he gleze goadek pa welaz,
Pella ma hallaz hen he dolaz.
— Fae eo gan-in dougen eur c’hleze
Sotret e goad Morian ar roue ! —
Hag hen da bignat war he varc’h feul,
Hag e mez, gand he floc’hik d’he heul ;
Ha d’ar ger evel ma oe digouet,
Penn ar Morian eu deuz distaget ;
Hag euz he zor en deuz he staget,
Da rei da zellet d’ar Vretoned.
Euzuz zell ! du he zremm, gwenn he zent ;
Ken a sponte neb a oa enn hent.
Neb a oa enn hent hag a zelle
Ouz he vek digor a vadaille.