Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152



IV


MORIAN AR ROUE.


I.


Roue ar Cʼhallaoued lavare
Da otrounez he lez, eur mare :

— Hen-nez a otreo d’in gwir feiz
A zeuio abenn eveuz Lez-Breiz.

Cʼhoari enep d’i-me ; na ra ken,
Kerkouls ha laza va marcʼheien. —

Morian ar roue dal’ m’he glevaz
Dirag tal ar roue a zavaz :

— Otren, otrou, a riz d’hocʼh gwir feiz
Ha testou a brofiz aliez ;

Hogen pa vennit, hirio ann deiz,
Test a brofinn cʼhoaz marcʼhek Lez-Breiz.

Ma na gasann d’hocʼh warcʼhoaz he benn,
Da eo d’in kas ma hini laouen, —


II.


Flocʼhik Lez-Breiz, antronoz-beure,
A rede d’he gaout aonik-tre :

— Morian ar roue a zo deuet,
Hag ho ticheka en deveuz gret.

— Mar ma dicheka en deveuz gret,
Monet war he zicheg a ro red.

Otrou kez, na ouzocʼh ked eta ?
Dre ardou ann diaol cʼhoari a ra.