Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142


N’am euz ked aoun rag ar Cʼhallaoued ;
Kriz eo va cʼhalon, va dir lemmet.
 
Beza drouk gand ann neb a garo,
Elecʼh m’a eot me a ielo ;

Elecʼh m’a eot me a ielo ;
’Lecʼh m’a vrezelot, me ’vrezelo. —


II.


Monet eure Lez-Breiz d’ann emgann
Nemed he flocʼhig iaouank gant-han.

Santez Anna ’r vor pa erruaz,
Tre ’barz he iliz hen a ieaz.

— Itron santez Anna benniget ;
Iaouankig e teuiz d’ho kwelet ;

Ne oann ked ugent vloaz achuet ;
Hag e ugent stourmad e oann bet,

Hag ho holl hon euz ho gonezet,
Dre ho kennerz, itron benniget.

Mar dann-me cʼhoaz war va cʼhiz d’ar vro,
Mamm santez Anna, me ho kopro.

Me a raio d’hocʼh eur gouriz koer
A rai teir zro endro d’ho moger,

Ha teir d’hocʼh iliz, teir d’ho pered ;
Ha teir d’ho touar ; pa venn digouet ;

Hag eur banniel voulouz-satin-gwenn,
Eunn troad olifant flour d’he dougen,

Ha seiz klocʼh arcʼhant a roinn ouspenn
A gano ge, noz-dez, war ho penn.