— Otrou marcʼhek, d’hocʼh a lerinn-me
Pelra cʼhoarv gan-in pa welann-me :
Eur breur enn oad gan-e-hocʼh am euz bet ;
Dek vloa zo da varcʼheg e ma eet ;
Ha kelliez-gwech marcʼhek ’welann ;
Kelliez-gwech, va otrou, ’welann ;
Kelliez-gwech, siouaz d’in, ’welann ;
Gand koun ouz ma breurik paour her grann !
— Va mercʼhik koant d’i-me leveret,
Na breur all, na mamm n’hocʼh euz-hu ket ?
— Breur all war ann douar n’am euz ket ;
Er baradoz, na lavarann ket :
Ha ma mamm baour ive ez ’eet di ;
Nemed on gant magerez enn ti ;
Mont a reaz kuit gand ar cʼhlacʼhar,
Pa eaz va breur da varcʼhek m’her goar,
Hi gwele cʼhoaz enn-tu-all d’ann nor,
Hag e korn ann oaled he cʼhador ;
Ha gan-i-me he cʼhroaz benniget,
Frealz am cʼhalon baour war ar bed. —
Ann otrou Lez-Breiz a hirvoude ;
Ken a lavaraz ar placʼh goude :
— Ho mamm ive hocʼh euz-hu kollet,
O selaou acʼhanon pa welet ?
— Ia ! va mamm ive am euz kollet,
Ha me ma eunn am euz hi lazet !
— Han Doue ! otrou, m’ac’h euz her gret,
Piou oc’h-hu, ha penoz oc’h hanvet ?