Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/220

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
112


P’euz ker da gaout aon e-bet,
Merlin-Barz na zihuno ket. —

Pa gane ’r c’houg kreiz ann noz du,
Lamme war ann hent ar marc’h ru ;

N’en doa ked ar c’houg peur-ganet,
Pa oa bizou Marzin lammet.


V.


Antronoz pa zarc’haz ann de,
Oa eet da gaout ar roue,

Hag ar roue dal’m’he welaz,
Chommaz war zao, souezet-braz ;

Souezet, ha’nn holl evel-t-han
— Chetu gonet he c’hroek gant-han ! —

Hag hen mont eunn tammig er mez,
He vab d’he heul hag ann oac’h kez.

Hag hi da zont gant-han endro,
Unan a gleiz, unan a-zeo.

— Gwir eo, ma mab, pez ’t euz klevet :
Da c’hroek hiriou e ’t euz goneet.

Hogen eunn dra c’hoaz e c’houlann,
Houman a vo ann divezan.

Mar deuz da ober kement-ze,
’Vezi gwir vab-kaer ar roue ;

Hag az po ma merc’h hag ouspenn
Ann holl vro Leon, dre ma wenn !

Digas Marzin-Barz tre em lez,
Da veuli ar briadelez. —