Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/216

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
108


Hag hen gwisket gad eur ze c’hloan,
Bordet penn-da-benn gad argant ;

Hag hen enn tu deou d’ar Roue,
Out-han gourgomze, er pred oue.

Ar Roue pa’n deuz he glevet,
Dre deir gwech gand he vaz neuz skoet ;

Teir gwech gand he vaz war ann doll,
Ken a lakaz selaou ann holl :

— Mar gasez d’in telen Varzin
Dalc’het gant pider sug aour fin ;

Mar gasez he delen d’i-me
Zo staget e penn he wele ;

Mar he distagez ; aneuze
Az pezo ma merc’h, marteze.


III.


— Ma mamm-gouz baour, ma em c’haret,
Eunn ali d’i-me a refet ;

Ma mamm-goz baour, ma em c’haret,
Rag ma c’halonik zo rannet.

— Ma ho pije sentet ouz-on ;
Na vije rannet ho kalon.

Ma mabik paour, na welet ket
Ann delen a vo distaget ;

Na welet ket, ma mabik paour,
Setu aman eur morzoul aour ;

Kemet tra ma zo na drouzfe,
Ma vo skoet gad ar morzoul-ze. —