Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
X
MARZIN-DIVINOUR.
(Ies Kerne.)
— Marzin, Marzin, pelec’h it-hu,
Ken beure-ze, gand ho ki du ?
— Iou ! iou ! ou ! iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! iou ! ou !
Iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! —
— Bet onn bet kas kaout ann tu,
Da gaout dreman ann ui ru,
Ann ui ru euz ann aer-vorek,
War lez ann od, toull ar garrek.
Mont a rann da glask d’ar flouren
Ar beler glaz ha ’nn aour ieoten,
Kouls hag huel-var ann derven,
Ekreiz ar c’hoad’ lez ar feunten.
Marzin ! Marzin ! distroet endro ;
Losket ar var gand ann dero,
Hag ar beler gand ar flouren,
Kerkouls hag ann aour-ieoten,
Kerkouls hag ui ann aer-vorek,
Etouez ann eon toull ar garrek.
Marzin ! Marzin ! distroet endrou :
Ne deuz divinour nemed Dou. —
————