Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/198

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IX


BOSEN ELLIANT.


(Ies Kerne.)


Tre Langolen hag ar Faouet
Eur Barz santel a zo kavet ;
Hag hen Tad Rasian hanvet.

Laret en deuz d’ar Faouediz :
Laket eunn oferen beb miz,
Eunn oferen enn ho iliz.

Eet eo ar vosen a Elliant,
Hogen ne ket eet heb forniant,
Eet zo gat-hi seiz-mil ha kant !

E bro Elliant, heb laret gaou,
E ma diskennet ann Ankaou,
Maro ann holl dud nemed daou :

Eur c’hroegik kouz tri-ugent vloa
Hag eur mab heb ken e devoa.

« Edi ar vosen ’penn ma zi ;
Pa garo Doue ’teui enn ti ;
Ni iei ’mez pa teui, » eme-z-hi.

E kreiz Elliant, er marc’hallec’h,
Ieot da falc’hat e kafec’h,

Nemed enn hentig euz ar c’harr
A gas re varo d’ann douar.

Kriz vije ’r galon na welje,
E bro Elliant, neb a vije :

Gwel’t triouec’h c’harr tal ar vered
Ha triouec’h all eno ’tonet.