Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/194

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
86


— Kalon am lagad ! penn am brec’h !
« Ha laz am blons, ha traon ha krec’h !
« Ha tad am map, ha mamm am merc’h !

« Marc’h am kazek, ha mul am as !
« Penn-lu am mael, ha den am goas !
« Goad am daerou, ha tan am grouaz !

« Ha tri am unan, evit mad !
« Traon ha krec’h, noz-de, mar gell pad,
« Ken a redo enn traoniou goad !

« Er stourmat treuzet mar kouezomp,
« Gand hor goad en em badezfomp,
« Ha laouen galon a varfomp.

« Mar marvomp evel ma dleet
« D’ar gristenien, d’ar Vretoned,
« Morse na varvimp re abred ! » —


————