Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/192

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


VIII


BALE ARZUR.


(Ies Kerne.)


— Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad !
Deomp, kar, deomp, breur, deomp, map, deomp, tad !
Deomp ! deomp ! deomp holl ! deomp ’ta, tud vad !

Mab ar c’hadour a lavare,
Lavare d’he dad, eur beure :
— Marc’hegerien war lein ar bre !

Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed adan-he, glaz ho liou,
Oc’h hinteal gand ar riou !

Stank-ha-stank, c’houec’h-ha-c’houec’h, e ri ;
Skank ha stank, e ri tri-ha-tri ;
Mil goaf oc’h ann heol o lintri ;

Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banielaou
Hag a vransell glan ann Ankaou.

Nao ban rong ann daou benn anhe ;
Bagad Arzur, e goarann, e ;
Arzur a-rok lein ar mene. —

— Mar ma Arzur ann hini eo,
Prim d’hor gwarek ha d’hor gwall veo !
Ha’rok d’he heul, ha flimm ra freo ! —

Oa ked he c’her losket a-grenn,
Pa drouzkrozaz ar iouc’hadenn
Hed ar meneziou penn-d’ar-benn :