Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/176

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
68



V.


— Koadour, koadour, lavar d’i-me
Marc’h gouez Gradlon a welaz-te
O vont e-biou gand ar zaon-me ?

— Marc’h Gradlon dre-ma na weliz
Nemed enn noz du he gleviz
Trip, trep, trip, trep, trip, trep ; tan-tis!

— Welaz-te morverc’h, pesketour,
O kriba he bleo melen-aour
Dre ann heol splann, e ribl ann dour ?

— Gwelout a riz ar morverc’h wenn ;
M’he c’hleviz o kana zoken :
Klemvanuz tonn ha kanaouen.


————