Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/174

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
66


Sereg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouz merc’h ar roue :
— Klouar Dahut, nag ann alc’houe ?

— Ann alc’houe a vezo tennet ;
Ar puns a vezo dibrennet :
Pez a ioulit-hu ra vo gret ! —


III.


Hag ann neb en defe gwelet
Ar roue koz war he gousked,
Meurbed vije bet souezet,

Souezet gand he bali moug,
Hag he vleo gwenn-kann war he choug,
Hag he alc’houez aour kerc’h’n he c’houg.

Neb a vije bet er c’heden,
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, dierc’hen.

Tostat re oud he zad roue,
Ha war he daoulin ’n em stoue,
Ha ribla re sug hag alc’houe.


IV.


Ato e hun, e hun ann ner :
Ken a glevet hed al laouer :
— Laosket ar puns ! beuzet ar ger ! —

— Otrou roue, sav diallen !
Ha war da varc’h ! ha kuit a-grenn !
Ma’r mor o redek dreist he lenn ! —

Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’houezaz, goude koen,
Gore puns keris, mor termen !